C'hoarioù Tele / Jeux TV

Kelaouadennoù
Reportages
 
Filmoù
Films
 
C'hoarioù Tele
Jeux TV
 

 

 

 

 

 

Foeterien Koulzad 2 / Saison 2


 

 

Foeterien koulzad 2 War hent Sant Jakez

 

7 tennad 7 abadenn 26 mn

 

Foeterien eo ur c'hoari skinwel e Brezhoneg a vez skignet war chadennoù lec'hel an TND e Breizh ha war Brezhoweb.

Evit an eil koulzad-mañ e vez kaset gant «Foeterien» 6 den yaouank etre 20 hag 28 bloaz war hent Sant Jakez e Galisia.

Lara, Claire, Ninnog, Tudwal, Dylan hag Howel zo aet kuit gant 50 € en o godelloù evit ober un droiad ouzhpenn 1000 km war droad pe o c'hoari biz-meud. O beaj a gaso anezho diouzh Cabo Prior en hanternoz Galisia da Iliz- Veur Sant Jakez a Gompostella en ur dremen dre Ria Vigo pe Beg Penn ar Bed, Cabo Fistera e yezh ar vro. Debriñ morgizhier, soniñ gant ar gaita, e pep tennad e rankont kemer perzh e c'hoarioù , tremen amprouennoù, diskoulmañ kevrinoù, respont da c'houlennoù a-benn kavet o hent ha dastumm poentoù. Pep noz e rankont kavet bod ha boued evit bezañ yac'h evit tennad an deiz war-lerc'h.

 

 

7 étapes 7 émissions de 26 mn

 

Foeterien est un jeu télévisé en langue bretonne diffusé par les chaînes locales bretonnes de la TNT.

Pour cette seconde saison «Foeterien» invite les téléspectateurs à suivre une aventure vécue par 6 jeunes entre 20 et 28 ans sur le chemin de Saint Jacques de Compostelle.

Lara, Claire, Ninnog, Tudwal, Dylan et Howel, tout les six partent sur les routes de Galice durant 7 jours avec seulement 50€ en poche. Ils vont devoir parcourir quelques 1000 km en stop ou à pieds dans un voyage qui les conduira de Cabo Prior dans le nord du Pays, jusqu'à la cathédrale de Saint Jacques de Compostelle en passant par la Ria de Vigo ou le Cap Finistère, Cabo Fistera en galicien. Dégustation de poulpe, initiation à la gaïta ... Dans chaque étape les concurrents doivent participer à des jeux ou des épreuves, résoudre des énigmes ou répondre à des questions afin de marquer des points et de découvrir le but du périple de la journée. Chaque soir ils doivent trouver un hébergement dans les meilleures conditions afin d'être en forme pour l'étape du lendemain.


 

Foeterien Koulzad 1 / Saison 1

 

 

 

Gant ar c'hoari skinwel-mañ e peder ar sellerien da vevañ troioù kaer tri skipailh c'hoarierien a oadoù disheñvel. Kaset vint war lerc'h 7 tudennn veur o deus lezet o roud en Istor Breizh.

O paouez mont war o 18 bloaz eo tud ar skipailh kentañ, 25 bloaz eo re an eil skipailh tra ma z eo tremen 30 vloaz pe ouzhpenn, an trede skipailh. Pedet int holl d'ober Tro Breizh e kerz ur sizhun, 50 € hepken en o godelloù pa z eont kuit. E penn kentañ pep tennad e vezont kaset gant lusker an abadenn war zu ul lec'h ma zo bet lezet e roud gant un dudenn vrudet en Istor Breizh. Ret e vo dezho ober ur 1000 km bennak war droad pe o c'hoari biz meud, e kerz un droiad a gaso anezho diouzh Tuchenn Mikael e Menez Arre betek Beg ar Raz o tremen dre aodoù Bro Leon, straedoù Roazhon pe Naoned.

Un abadenn evit ar familh kinniget d'ar chadennoù lec'hel bodet en Unded Abadennoù Rannvro. Pediñ a ray an holl da heuliañ troioù kaer ar Foeterien hag (ad) dizoloiñ war un dro, anvioù brudet en Istor Breizh. 

Ce jeu télévisé, «foeterien» invite les téléspectateurs à suivre une aventure vécue par des trois équipes de joueurs d'âge différent qui partent sur les traces de 7 grands personnages de l'histoire de Bretagne.

Les joueurs de la première équipe de deux ont tout juste 18 ans, les seconds ont déjà 25 ans alors que la derniers vont sur la trentaine. Tout les six sont invités à faire un tour de Bretagne durant une semaine avec seulement 50€ chacun en poche. A chaque étape le présentateur les envoie vers un lieu marqué par l'empreinte d'un personnage célèbre de l'histoire de Bretagne. Ils vont devoir ainsi parcourir quelques 1000 km en stop ou à pied afin dans un périple qui les conduira du Mont Saint Michel de Braspart, à la Pointe du Raz en passant par les côtes du Léon, les rues de Rennes ou de Nantes.

Une émission familiale donc qui doit rassembler la famille autour d'une aventure et permet de (re)découvrir quelques grands noms de l' Histoire de Bretagne.

 

 


 

Lipous

 

 

Pal "Lipous" eo lakaat 3 den yaouank da aozañ sekredoù kegin hon mammoù-kozh, aet da goll pe dost a-wechoù, hag an dra-se dindan daoulagad ur juri tud o deus bet fardet ar predoù-se a-viskoazh ha bet desket anezho gant o mamm gwechall. Tud eus oadoù disheñvel o vevañ asambles ur prantad plijus e Brezhoneg hag oc'h adpiaouañ war un dro meuzioù hengounel ar vro. Un doare da adskoulmañ daou benn chadenn ar yezh hag an hengoun bet torret e-kerz an 20 vet kantved. Un abadenn kenbroduet gant Gwengolo.Filmoù, Dizale Tébéo, Tv Rennes, Ty télé ha Télé Nantes..

 

Ce jeu télévisé, «Lipous» invite 3 jeunes à préparer des recettes de nos grands-mères, des plats qui se sont parfois, mais pas toujours, un peu perdus avec le temps. Elles le font sous le regard d'un jury dont les membres connaissent ces recettes depuis toujours et les ont appris dans leur jeunesse auprès de leur mère ou de leur grand-mère. Deux générations se rencontrent au cours d' un moment agréable en se rappropriant des recettes traditionnelles . Une émission coproduite par Gwengolo.Filmoù, Dizale Tébéo, Tv Rennes, Ty télé et Télé Nantes.

 

Ar Seizh Alc'houez

Pedet vez gant Ar 7 Alc’houez skipailhoù krennarded da genstrivañ en ur spered sport ha dudi. Dont a reont eus pep a skolaj pe lise disheñvel. Pal «Ar 7 Alc’houez» eo broudañ krennarded d'ober gant ar brezhoneg e diavaez ar skol, o lakaat anezho da vevañ ur prantad dudius a c'hellint diskouez goude da dud all eus o oad. Skoazellet eo an abadenn gant Kuzul Rannvro Breizh ha skignet eo war Brezhoweb .

War ar renk emañ Ar Seizh Alc'houez evit Gouel Media ar Broioù Keltiek e Derry e Bro Iwerzhon

Ar 7 Alc’houez invite à concourir entre elles dans une émission ludique des équipes de jeunes, chacune issue d’un même collège, ou d’un même lycée. Le but d’ Ar 7 Alc’houez est d’ inciter les adolescents britophones à utiliser la langue hors du contexte scolaire. Le programme bénéficie du soutien de la Région Bretagne. Diffusée sur la web TV Brezhoweb "

Ar Seizh Alc'houez est sélectionné pour le festival des Medias des Pays Celtiques à Derry en Irlande

 

 

Pennoù Pentur

 

Pennoù Pentur

Ur c'hoari skinwel savet evit krennarded eo «Pennoù pentur». Diazezet eo dreist-holl war ur sport ar Paintball, met en tu hont da se e vez goulennet ivez digant ar genstriverien diskouez o gouiziegezh hollek hag o barregezhioù arzel.

Le but de Pennoù Pentur, par son coté ludique, est d’inciter les adolescents britophones à utiliser la langue bretonne hors du contexte scolaire.

Chaque épisode de la série fait concourir deux équipes de 5 joueurs chacune. L'émission a été tournée sur divers terrains de Paint-ball à travers toute la Bretagne.

 

War ar stern
Actualités

.Foeterien Koulzad 2

.Lammoù Kalon e Jenin

Mont e darempred
Nous contacter

29 470 Plougastel Daoulas
09 82 59 04 24
06 67 01 87 14

Nous écrire